àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Genver da 8e30

Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Genver da 8e30

250 den a oa bet o vanifestiñ ouzh an islamofobiezh e Montroulez digwener. Un nebeut devezhioù zo 'oa bet klasket gant unan bennaket plantañ tan er voskeenn zo e Sant-Martin-war-ar-maez, pa oa tud e-barzh. An torfed spontus se 'neus fromet kalz a dud 'bar vro. Evit Kristian Braz, deuet da souten muzulmaned Montroulez eo ur c'hammed ouzhpenn 'bar feulster ouzh ar gumuniezh relijiel se. Emañ gant Erwan Blanchard.

 

 

Dibabet o deus izili Gouel al levrioù 'ba Breizh enoriñ Yeun ar Gow... Hag ober ton d'ar skrivagnerien e brezhoneg! Skrivagner, barzh, dastumer kontadennoù ha danevellour 'oa Yeun ar Gow, a zo bet ivez notaer a vicher a hed e vuhez labour. Disadorn beure 'oa bet staliet ur blakenn da derc'hel koun anezhañ ouzh an ti lec'h ma oa bet ganet e 1897 'ba bourk Pleiben. Selaouomp Charlie Grall, prezidant Gouel al levrioù 'ba Breizh zo aozet 'ba Karaez. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

 

Amañ e c'haller selaou ar reportajoù.

 

Ha da glevet ivez er c'heleier:

- Ouzhpenn 1,4 milion a dud o deus manifestet e bro Alamagn 'pad an dibenn 'zhun a-enep d'an tu-dehoù pellañ

- Dilezel a ra Ron DeSantis ar c'houlzad kabaliñ e strollad ar Republikaned er Stadoù-Unanet

- Manifestadegoù a oa bet e pep lec'h e Frañs dec'h ouzh al lezenn Darmanin

- Al labourerien-douar o doa manifestet ivez 'pad an dibenn sizhun

- Kaoz zo bet c'hoazh eus skoliata bugale Ministrez an Deskadurezh 'pad an dibenn 'zhun

- Sportoù : kib Frañs mell-droad paotred ha 3000 metrad bale e kampionad Breizh indoor

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio