Lañset zo 6 skipper tro ar bed da 90 km/e!
C’hwec’h skipper zo oc’h ober tro ar bed ar buanañ posubl ! Sed aze pal ar redadeg war vor anvet Arkea Ultim Challenge. Loc’het eo ar 6 skipper eus Brest d’ar 7 a viz Genver evit kas 40 000 km. E bourzh bigi bras, lies-kouc’hoù e c’hallont mont beket 90 km d’an eur. Mont ‘reont gant memes hent evel an hini zo savet evit ar Vendée Globe. Deomp da gaout un tamm muioc’h a ditouroù met dreistholl soñj ur skipper en deus treuzet mor Atlantel nevez zo da geñver ar mini transat e miz Gwengolo diwezhañ. Tomaz Andre zo gant Erwan Blanchard.