àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Loeiz ar Peñseg, ur Ministr eus Mellag

Loeiz ar Peñseg, ur Ministr eus Mellag

Aet eo Louis Le Pensec d'an anaon ar sizhun dremenet da 87 vloaz... « Loeiz bras » a veze graet anezhañ.

Ministr, kannad ha senedour sokialour e oa bet eñ. Maer Mellag e oa bet e-pad pemp bloaz warn ugent, etre 1971 ha 1997 ha kuzulier kanton Mellag e-pad tost kement-all a amzer. Kannad Penn-ar-Bed e oa bet ivez e-pad ouzhpenn ugent vloaz hag unan eus kannaded sokialour breton kentañ ar 5vet republik eo bet gant Charles Josselin.

Ministr ar Mor e oa bet. Lezenn an aodoù a voe lakaet e plas gantañ ha Dominique Voynet d'ar c'houlz-se.

Ministr Tramor e oa bet ivez da c'houde ha kemeret en doa perzh er marc'hatadennoù e emglevioù Matignon diwar benn statud Kaledonia Nevez.

Ministr al Labour-douar e oa bet ouzhpenn-se e-pad gouarnamant Jospin. An hini kentañ eo en deus klasket reoliañ kresk an atantoù hag ar c'hravioù-morc'h.

Senedour e oa bet da c'houde etre 1998 ha 2008. Nac'het en doa ivez Louis Le Pensec mont da heul Jean-Yves Le Drian hag ar sokialourien o doa soutenet Emmanuel Macron e 2017.

Ha chomet e oa gwriziennet mat e bro Kemperle e-pad tout e vuhez politikel, 'vel ma tispleg Nolwenn Le Crann, eilmaerez Mellag.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio