àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

War-dreñv emañ plas ar maouezed e sonerezh Breizh

War-dreñv emañ plas ar maouezed e sonerezh Breizh

Ur sizhunvezh zo e vez lakaet adarre ar gaoz war plas ar maouezed e bed ar sonerezh hengounel e Breizh. En kaoz, ar pennad bet embannet gant kazetenn an Telegramm, hag a embann komzoù bez-prezidantez ar rannvro en karg deus ar sevenadur. Reuz zo bet goude ma vefe bet lâret gant Béatrice Macé e komision e oa war-dreñv bed ar sonerez hengounel evit ar pezh a sell plas ar maouezed. Ha savet kerkent difennerien sevenadur Breizh war o marc'h.

Evit Marthe Vassalo padal, n'eus ket da vezañ feuket gant ar pezh a zo lâret gant Béatrice Macé. Feuket a ranker bezañ kentoc'h, eme ar ganourez, gant plas ar maouezed e sonerezh Breizh.

 

O welet n'eo ket prest ar bagadoù da gas politikerezhioù da vont enep ar sistem soñjal tadour, e c'heller ansavout marteze emañ sonerezh Breizh war dreñv. N'eo ket a-dreñv ar modoù sonerezh all marteze, met a-dreñv ar gevredigezh atav 'ta.

Ur respont zo bet graet d'an dud feuket gant komzoù Béatrice Macé gant ar strollad HF Bretagne ivez. Ar gevredigezh hag a sav statistikoù war plas ar maouezed e bed an arzoù e Breizh a zegas da soñj n'eus nemet 9% a vaouezed war leurenoù ar festoù-noz braz, e lec'h ma vez paet ar sonourien ha sonouerezed. Pediñ a reont an dud da sellet deus an danevel a vez embannet bep bloaz ganto.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio