àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ezhomm zo da gaout tud o kelenn e brezhoneg !

Ezhomm zo da gaout tud o kelenn e brezhoneg !

Diaes eo d'ar Stad kavout tud da vont da gelenner pe da gelennerez er mare-mañ. Un toullad abegoù zo d'an dra-se. Gwir eo ivez evit ar c'helenn e brezhoneg. Kar war glask braz emañ ar skolioù publik, da gaout tud gouest da gelenn en hentennoù divyezhek.

An dud hag a oar ar mod da gomz brezhoneg gant ul live B2 da vihanañ, hag a zo gant ul live Aotregezh e forzh peseurt danvez a vefe, a c'hell heuliañ ar master MEEF ha tremen ar c'honkour.

Ar master MEEF eo Master ar C'helenn, an Deskadurezh hag ar Stummañ. Bez zo deus ur Master MEEF da vont da gelenn e brezhoneg er skolioù kentañ derez, hag unan all da vont da gelenn er skolajoù ha liseoù. An daou anezho a zo lec'hiet e Sant Brieg, en INSPE.

Kenurzhiet int gant Elisa Bleunvenn ha Cyril Mocquard...

 

Evit lakaat e anv er master MEEF da vont da gelenn e brezhoneg, e c'hell an nen mont war al lec'hienn monmaster.gouv.fr, etre miz Genver ha miz C'hwevrer. Met evit ar re o defe c'hwitet an deiziadoù, e c'hellint mont e darempred eeun gant INSPE Sant Brieg.

 

Ur pennad-kaoz kaset gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean. 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio