SAORI JO "Home 2.17 a.m." (2013) 1/3
Ganet ew ba Alzass, mes orinow he deus e peb leh ha kanal a ra ba saosneg. Da 6 vlez he doa komañset Saori Jo da soniñ ar piano, a-pa oa bihan he doa selowet doh musik ar 60s ha 70s, hag un deiz bennag he doa 'n em lakaet da sevel he hanennow-hi. Liessort ew he levesoniow, ha liesliw he stil neuse : rock, pop, ur vouezh greñv ha sklàer, a laka da soñjal ba Kate Bush a-wezhow.
Saori Jo deus troet ur bochad àr ar leurennow, en diavaes a Frañs iwe, ema he brud é kreskiñ. Bremañ he
deus krouet un 60 kanenn bennag, hag e 2013 he deus dibabet ar gwellañ re anehe ewid embanniñ he albom kentañ : Home 2.17 a.m. Geti e voiajamp ba'r rock progressiv ("Doll's revolution"), an trip-hop ("Run away"), ar 60s ("Divine madness"), ar folk akoustik ("Hide and die") pe ton pop ar single "Some chocolat". Ian Anderson, a Jethro Tull, vez klewet d'ar flaouit-treus ba "Fairy world", Saori doa sonet ewid lodenn gentañ ar strollad.
Ur personelezh interessus he deus ar vaoues yowank-mañ, ur son pinwig ha mennoiow lan he fenn, anad ew ; nerzh a zegassa deomp dre he disk kentañ, kement edan heol an deiziow kaer, kement èl da ziw eur seiteg da vitin !
OLIVIA RUIZ "La chica chocolate"
in La chica chocolate (2008 . Polydor)
ROKIA TRAORÉ "Lalla"
in Beautiful Africa (2013 . Nonesuch)
BIGA RANX "Zip bag"
in Good morning midnight (2013 .
IMG "Faya rigdao"
(2013)
RAPHAEL GUALAZZI "Don't call my name"
in Happy mistake (2013 . Blue Note)
SAORI JO "Some chocolat"
in Home 2.17 a.m.*** (2013 . Cosmopolite Records)
Liammow an deiz :
> Saori Jo
ha
> Biga Ranx
> Olivia Ruiz
> Rokia Traoré
> IMG
> Raphael Gualazzi