àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Lun 4 a viz An Azvent

Avel em fenn - Lun 4 a viz An Azvent

Muioc'h-mui a dud a zo er bed, hag emañ ret lojiñ pep hani. Neoazh ehamp e vonet àr-an-dro d'un enkadenn hin spontus. Ur lezenn a zo bet votet d'an 13 a viz Gouere: ZAN. Zéro Artificialisation Nette. N'eus ket droat ken da sevel tier stèl a-raok. Kudennoù a zo get ar lezenn neoazh. Henri Goardon maer Goulien doc'h mikro Benjamin Bouard (Radio Kerne).

 

A benn 6 miz e vo Ar Redadeg! Muioc'h àr ar pezh a zo àr ar stern get skipailhad ar gopridi Tifenn Siret, Cyril Lelong ha Fulup Kere e Pennad-Kaoz ar sizhun! Muioc'h a vo da glevout bemdeiz a-hed ar sizhun mañ.

 

Adkav a rahet ivez kronikenn fizik Loeiz Belleg ha neventioù Bali Breizh get Maël Gwenneg rener e FR Breizh.

 

Un abadenn buhezet get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio