àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar pevarzek, ur strollad arzel nevez e Breizh

Ar pevarzek, ur strollad arzel nevez e Breizh

100 vloaz luskad arzel ar Seiz Breur eo ar bloaz-mañ ! E 1923 e oa loc'het e Breizh ul luskad o kavout e blas e touezh luskadoù e vare, asambles gant an Arts déco e bro C'hall, pe ar Bauhaus alaman. Levezon ha berzh krouerien ha krouerezed ar Seiz Breur a vez klevet hiriv an deiz c'hoazh war sevenadur Breizh a vremañ. Hag ar bloaz-mañ neuze, kant vloaz war lerc'h, zo bet savet un diskouezadek, hag ur strollad arzourien nevez war ar memes tro ! « Pevarzek » eo anv an diskouezadeg hag ar strollad. Ennañ a vez kavet nav krouer pe grouerez, livourienezed, dizaignourien, brodourienezed, ur c'hizeller, un ti-savourez, hag ur stilist dilhad. Hag ouzhpenn an nav e vez kavet pemp « den fur » er strollad, tud deuet deus bed an embregerezhioù pe ar c'hevredigezhioù.

Owen Poho ha Mathieu ar Gwern, alias Krank Du, a zo perzh o daou deus « Pevarzek », hag o daou dizaignourien. Displegiñ a reont e peseurt keñver eo par ar pezh a reont deus ar pezh a rae ar Seiz Breur...

 

 

Owen Poho ha Krank Du a voe deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. An diskouezadeg « Pevarzek » a zo da vezañ gwelet betek ar 17 a viz Kerzu e Kastell Tronjoli e Gourin. Ouzhpenn gwelet oberennoù ar Pevarzek hag ar Seiz a c'heller ober : atalieroù ha prezegennoù a vez aozet ivez. Ar brezegenn ziwezhañ a vo d'ar sadorn 16 gant Pascal Omasson ha Nolwenn Faligot war dem an dilhad hag ar graferezh.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio