àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un devezh eskemm e Diwan

Un devezh eskemm e Diwan

N'eo ket aes d'an dud a ra war dro Diwan Breizh da c'houzout penaos e tremen an traoù e pep skol. Na n'eo aes d'an dud a ra war dro pep skol da c'houzout penaos e vez graet gant ar re all da zerc'hel o skol. Disadorn e oa un devezh eskemm e diabarzh Diwan. Bep bloaz e vez kreñvaet an darempredoù etre ar rouedad hag ar skolioù dre ur seurt devezh. Pedet e vez an holl dud o kaout bugale er skolioù da zont da gemer perzh, hag an holl implijidi ha kelennerien zoken. Dreist-holl eo izili an APEoù a vez, ar c'hevredigezhioù kerent bugale a ra kalz er skolioù Diwan.

Yves-Marie Derbre-Salaun, teñsorer ha sekretour Diwan Breizh, a zispleg deomp petra eo pal an devezh...

 

 

Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean. Da vintin e oa roet keloù hollek deus ar rouedad d'an holl neuze, ha goude-merenn e oa tri atalier da brederiañ a stroll war demoù ispisial. Unan war ar modoù da gavout argant gant mesenourien, unan all war ar modoù da gehentiñ e diabarzh ar skol pe en diavaez, hag un trede hini diwar benn kiriegezh an implijer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio