36vet kendalc'h an UDB
Kenderc'hel da vont war raok. Sed aze ar c'hoant zo maget gant an izili eus an UDB. Kerzh an dibenn sizhun 'oa aozet 36vet kendalc'h Unvaniezh Demokratel Breizh. 'Ba Plañvour eo war dro 120 den 'oa en em gavet evit ober un tamm bilañs eus an daou vloavezh buhez politikel tremenet ha warlerc'h komz diwar benn steuñv dazont ar strollad emrenour… Deomp da selaou Trifina Kerrain zo ezelez eus burev politikel an UDB. Kuzulierez kêr Lannuon ha Tolpad kêrioù Lannuon a zispleg deomp pouezh ur c'hendalc'h 'vez aozet bep daou vloaz… Emañ gant Erwan Blanchard.
Klevet 'peus Gael Briand zo dilennet 'ba kêr an Oriant ha kuzulier rannvro Breizh… E 2023 eo 500 den a ya d'ober an UDB. Ul lodenn anezho zo dilennet e-giz kuzulierien kêr ha tolpadegoù kêrioù, maer ed; kuzulierien departamant ha rannvro hag ur gannadez European zo 'bar strollad emrenour. Peadra da lidañ war un ton bras 60vet bloaz an UDB e 2024 'ba Pondi.