àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar merc'her 22 a viz Du 2023

Keleier ar vro d'ar merc'her 22 a viz Du 2023

- Ministr polineziad an Deskadurezh e Karaez

 

Diriaou tremenet e oa ur Ministr Polinezad e skol Diwan Karaez ! Ronny Teriipaia eo Ministr an Deskadurezh Broadel er gouarnamant dizalc'hour a vremañ bro Bolinezia. E bal eo lakaat e plas ur sistem skolioù publik dre soubidigezh en enezeg er meurvor Habask. Deuet voe diriaou neuze da welet penaos e tremen an traoù er skolioù dre soubidigezh e brezhoneg, ar skolioù Diwan. Da gentañ e oa bet o weladenniñ ar skol vamm Diwan e Karaez, ha da eil al lise. Displegiñ a ra ar Ministr, e yezh tahisianeg, peseurt darempred o deus yaouankizioù Polinezia gant o yezh. 

 

Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

 

- Festival etregalaktek e Brest

 

Un nebeut devezhioù a chom ‘vit mont da Festival Etregalaktek ‘ba Brest… Beket disadorn e c’hall an nen mont da sellet ouzh filmoù berr pe hir, teulfilmoù pe filmoù falatazi… « Silences toxiques » pe an « didrouzioù pistrius », sed aze tem ar programm ar bloaz mañ. C’hoant an aozerien eo lakaat war wel stourmoù ekologel pe sokial zo mouget pe zo tud a glask mougañ ‘nezho. Displegadennoù gant Kristen Falc’hon, unan eus aozerien Festival Etregalaktek…

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Sinet eo bet un harz-tennañ dengar e Gaza

- Brezel en Ukraina

- Dilennadegoù en izel-vroioù

- Un delwenn nevez e traoñienn ar sent

- Prantad kalifiañ Euro 2024

 

Keleier embannet gant Anton Burel 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio