àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Linenn an arvor zo o cheñch buan!

Linenn an arvor zo o cheñch buan!

War gil e ya linenn ar arvor ! Meur a abeg zo kaoz d’ar chenchamant se met ‘ni kentañ eo ar fed e ya live ar mor war greskiñ… Krignet eo an arvor ha dre se tachennoù lec’h ‘zo bet savet tiez warno zo en arvar da vont diwar. Efedoù sokial zo gaozen d’ar c’hoarvoud se. ‘Ba Frañs eo war dro 870 000 savadur a c’hallfe bout lonket gant ar mor en amzer da zont. Se zo kaoz e vez prederiet gant an ensavadurioù publik war an dodenn « linenn an arvor » evit gellout kelaouiñ war stad al linenn ar re zo perc’henn war madoù war an aod. Kannaded zo zo o prientiñ ur raklezenn ‘vo kinniget d’an deputeed kar miliardoù a euroioù a digolloù ‘vo da baeañ d’an dud a dleo dilezel o ziez pe o zachennoù en dazont.  Nevez zo ‘oa deuet Sophie Panonacle da Wiseni da welout al labour zo kaset war an dachenn ha kompren gwelloc’h an trubuilhoù ‘vo en amzer da zont. Gwiseni zo unan eus an 242 gumun ‘ba Frans zo renablet ‘bal lezenn « Climat et résdilience » lec’h e rank ar politikerezh keraozañ klotaat gant linenn an arvor a ya gil. Sophie Panonacle zo deputeez dilennet ‘ba departamant ar Jirond ha prezidantez Komite broadell « linenn an arvor ». Nikola Loncle ‘noa kemeret perzh ‘bar weladenn aozet evit an deputeez ‘ba Gwiseni war e dachenn labour. Teknikour war an en dro eo ha fiziet eo bet ennañ ober war dro an doser Natura 2000 gant kêr Wiseni. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio