àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro hag ar bed d'ar merc'her 15 a viz Du - 8e30 beure

Keleier ar vro hag ar bed d'ar merc'her 15 a viz Du - 8e30 beure

Skoazelloù sokial evit an enbroidi lamet gant ar senedourien!

Ar raktres lezenn diàr-benn an enbroiñ zo bet votet get ar senedourion met strizoc’h eo ar lezenn evit an hini oa kinniget da gentañ gant ar breujoù. Ar senedourion o deus skarzhet skoazelloù APL evit an dud a estren vro da gentañ…Divizet o deus ivez skarzhañ an AME, skoazell medisin ar stad, pe aide médicale d’urgence e galleg. A-drugarez d’ar skoazell-mañ ema sikouret ha soagniñ an dud dibaper e Bro C’hall, kemeret vez e kar ar pareañ get ar Stad. Met hervez ar senedourion vehe un enbroiñ evit ar yec’hed..Da lâret eo vehe divroidi a yahe da vro C’hall evit bout pareet amañ. Se zo abeg ar senedourion a faot dezhe skarzhañ ar skoazell sen evit ma vehe neubeutoc’h nebeutañ a enbroiñ. Pezh zo ur spont evit medisinourion ‘zo o deus disklêriet ne vehe ket doujet ar lezenn-se ma vehe voted anezhi…. Ar c’hevredigezhioù a sutann an divrodidi zo enep ivez. Selaomp Kristian ar Meut, ezel ar strollad Solidarité Exilés Henbont. Evitoñ eo ur spont votiñ seurt divizioù, enep gwirioù an dud. Gant Yuna Kojan emañ.

 

Stourm Plogoñv zo lakaet stumm ur film faltazi!

Ti ar Vro Kemper, ar sinema Katorza hag ar stal broduiñ Vent d’Ouest Distribution, a ginnig rak-skignadenn gentañ ar film « Nous serons toujours là ! Plogoff 1980 », hag e brezhoneg ouzhpenn 'se ! Ur film faltazi eo, diwar-benn stourm Plogoñv e 1979 a-enep na vefe savet ur greizenn nukleel er gumun. Ne oa ket bet graet film faltazi ebet war an tem-se c'hoazh. Skignet e vo ar film « Nous serons toujours là ! Plogoff 1980 » e brezhoneg diriaou da 8e30 e Kemper. Un eskemm gant ar film-aozer Nicolas Guillou a vo goude ar skignadenn. Ha gallout a raio pep hini gwelet ar film war ar skrammoù bras e miz C'hwevrer pe e miz Meurzh 2024. Eric Simonin a zo unan eus aktourien ar film. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Ar pennadoù-kaoz zo da selaou amañ

- 39vet devezh brezel etre Izrael hag an Hamas

- Dour-beuz zo 'ba Savoi ivez...

- Barnet eo bet François Bayrou gaozen d'an dihentañ arc'hant evit ar modem

- N'eus studier ebet e Master 1 kelenn divyezhek!

- Ministr an deskadurezh eus Polinezia zo 'ba Diwan Karaez hudu.

 

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Hag ouzhpenn 'bar c'heleier:

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio