àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Festival Deus 'ta ! e Brest

Festival Deus 'ta ! e Brest

Trouz en deus graet ar festival e atalieroù ar Gapusined e Brest e-kerzh an dibenn-sizhun-mañ. 26000 den zo en em gavet eno da-geñver ar gouel bras zo e bal lakaat sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war wel. Ur festival zo aozet 6 vloaz zo gant ar c’hevredigezhioù zo o labourat war an dachenn-se e Brest evel Sked, Diwan, Divaskell, Divyezh, Kreizenn an arzoù Pobl, Skol Gouren Brest ha Ti ar vro Landerne-Daoulaz. 300 den a youl vat o deus kaset ur pezh mell labour evit degemer 13 strollad o seniñ war al leurenn-vras. Peadra da vrudañ sonerezh e brezhoneg e 2023 pe ‘vefe fest-noz, rock ha rap… Gwelet ha dañset zo bet war sonerezh strolladoù evel Kaolila, Plouz & Foenn, Startijenn, Loig Troel, Gwenfol, Paskal Lamour an daouad Broustal-Stervinou ha kement zo… Dindan ar 5 bloaz tremenet o deus aozerien Deus ‘ta ! toullet o hent ha savet ur gouel eus an troc’h kentañ ‘neus kavet e blas ‘ba Brest… Selaouomp Kristina Jegou, unan eus an aozerien ha da heul festivalerien yaouank : Kiwa, May, Aimé hag Alexandre. 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio