àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Here da 8e30

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Here da 8e30

Gwall ziaes eo manifestiñ e Frañs evit ar peoc'h etre Israel ha Palestina pe evit souten ar Balestianed.

Gervel a ra 17 aozadur eus bro Kemper, en o zouez Frañs Palestine Kengred, da vanifestiñ e Kemper 'benn disadorn gant al lugan : « Harz-tennañ etre Israel ha Palestina evit ur peoc'h reizh ha padus ». Spi o deus an aozerien ne vo ket berzet ar vanifestadeg gant ar prefed, evel ma oa c'hoarvezet d'ar 17 a viz Here tremenet. Youn Jardin, ezel eus ar gevredigezh Frañs Palestina Kengred, en deus kaset ur goulenn d'ar prefeti evit aozañ ar vanifestadeg. Selaouomp anezhañ. Aterset e oa bet gant Metig Jakez-Vargas.

 

Muioc’h mui a zarvoudoù tro-dro d'ar c'hontañ a vez

Un digarez eo evit selaou mojennoù kozh nevez ha krouiñ liammoù sokial etre an dud dre ar brezhoneg. Ur Masterclass a oa bet aozet e Karaez e kreiz ar miz evit deskiñ pe peurzeskiñ kontañ. 18 stajiad o doa lakaet o anv er Masterclass a oa buhezet gant 5 konter ha konterez ampart. Selaouomp Alan Tudored a oa stummer er staj-se ...ouzh mikro Anton Burel.

 

Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Kavet en deus Pedro Sanchez un emglev gant Sumar

- Harz-labour a oa bet graet dimeurzh gant plac'hed Bro Island

- Muioc'h mui a ouennelouriezh a zo e Europa a-enep d'an dud du...

- Deboutet eo bet kelaouenn ar Poc'her dec'h el lez-varn

- Daou gardiologour a guitao ospital Karaez

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio