àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em fenn - Meurzh 17 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Meurzh 17 a viz Gouel-Mikel

E petra e soñjer pa grouer un abadenn tele nevez? Etre ar soñj hag an oberenn e c'hell bout ur bochad labour, hag emañ ret kemer e kont ur bochad elfennoù disheñwal. Muioc'h get Florent Grouin (Brezhoweb) get an abadenn amprou nevez Penaos c'hoari.

 

Un den nevez a zo erruet evit labourat get skipailh pedagogel Skolaj-lise Diwan Gwened, Florian Voyenne. Desket brezhoneg ar blez paset get ar c'helenner àr ar yezhoù klasel, muioc'h àr an hent bet heuliet getoñ da glevout e penn kommañs an abadenn.

 

"Ne faot ket lezel an douar e-noazh" setu unan a gerioù-stur Joëlle, a ro kinnigoù poellek d'an dud a volonte-vat eh ober àr-dro ar liorzh rannet Ekolokobio e Pondi. Muioc'h get Andrea Ar Gall, prezidantez ar gevredigezh, e pennad-kaoz ar sizhun.

 

Keleier ar vro ar mitin-mañ oa, kaset get Tomaz Laken. Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio