àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Goloet eo traezhenn ar C'hurnig 'ba Gwiseni gant bezhin glas!

Goloet eo traezhenn ar C'hurnig 'ba Gwiseni gant bezhin glas!

Serret eo bet traezhenn ar C’hurnig e penn kentañ miz Gwengolo ! Serret eo bet an draezhenn ‘goazen ‘oa en em gavet ar feur a hidrojen sulfuret dreist d’an treuzoù diwall… Gwiseni, parrez Bro-Leon, ‘vez tapet gant kudenn ar bezhin glas o vreinañ ‘baoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Flaer hag aezhennoù pistrius ‘zo war an aod ‘vel zo ‘ba ur bouchad kumunioù ‘ba Breizh. Se ‘zo kaoz ‘oa bet staliet mekanikoù da vuzuliañ ar feur a hidrojen sulfuret gant Air Breizh warlene… Jakez ar Borgn zo o chom ‘bar C’hurnig ‘ba Gwiseni. Eil maer ar gumun eo bet ‘pad meur a resped. Sed aze un tamm testennig gantañ. E-tal dezhañ zo bezhin glas o paouez bout berniet gant tud ‘oa o skarzhañ ar bezhin gant mekanikou bras… Emañ gant Erwan Blanchard. 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio