àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'an 18 a viz Gwengolo- 8e30 beure

Keleier ar vro d'an 18 a viz Gwengolo- 8e30 beure

Fridays For Future a ya da "Bennduigoù glas" 'ba Kemper!

E 2018 e oa bet roet lañs gant Greta Thunberg da zevezhioù harz-labour skol evit an hin. Diwar an intrudu-se e oa ganet al luskad Fridays For Future, a oa bet adtapet dre ar bed a-bezh. Strolladoù lec'hel eus Fridays For Future a oa diwanet un tamm e pep lec'h, unan anezhe e Kemper. Manifestadegoù tud yaouank evit an hin a oa bet d'ar mare-se. Tamm ha tamm zo bet kollet stratijenn gant ar strollad met emañ tud yaouank o klask reiñ lañs en dro d'al luskad e Bro Kemper dindan un anv nevez : ar Pennduigoù Glas pe « mésanges vertes ». Aozet o doa ur vodadeg digwener da noz war plasenn an Iliz Veur e Kemper. Eno e oa Gwenola Gerard Seznec, studierez. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Jiminas "La Quimperoise", ur savadur gant un istor veur

Gweladennoù a bep seurt a zo bet dre ar vro 'pad an dibenn 'zhun evit devezhioù glad. E Kemper e oa posupl dizoleiñ istor savadur ar « quimpéroise », ur savadur « arz nevez » eus penn kentañ an 20vet kantved ha sal jiminaz istorel Kemper. Hiziv an deiz e c'hell pep hini lakaat e anv e klub jiminaz La Quimpéroise met e penn kentañ tout e oa bet soñjet evit ar baotred, da heul brezel 1870, 'vit ma c'hellfent gourdoniñ ha bezañ prest ma tarzhfe ur brezel all. Splujomp en istor gant Annaig Loizel, hanterourez war ar glad e Kemper. Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas emañ.

Ar reportajoù zo da selaou amañ

 

Kinniget eo bet an abadenn gant Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio