àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar festival "Panorama" mod nevez 'vo etre an 22 hag ar 24 a viz Gwengolo

Ar festival "Panorama" mod nevez 'vo etre an 22 hag ar 24 a viz Gwengolo

Cheñchamantoù 'zo gant Pano ! Aozerien ar festival elektro 'ba Montroulez, "Wart", 'neunt divizet kinnig ur gouel mod nevez... gant deiziadoù nevez… Betegen 'oa dalc'het Panorama e miz Ebrel. Met ar bloaz mañ eo etre an 22 hag ar 24 a viz Gwengolo 'vo kinniget ar gouel sonerezh! Muioc'h a abadennoù 'vo savet 'bar SEW 'ba kreiz kêr. Un tamm mat all a cheñchamantoù zo war ar stern 'vit dont da vezañ ur festival a douja muioc 'h eus an en dro. Unan eus festivalioù kentañ 'ba Frañs eo 'diviz digreskiñ an an aozadur 'vit abegoù ekologel met ivez ekonomikel. Evit derc'hel en amzer 'oa dav mont gant hentoù all neuzen 'vel 'pezh 'neus displeget deomp Julien Marzin, ko-prezidant Wart. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ur sellig war ar programm: 'benn teir sizhun eo arzourien vrudet 'gis Mister Oizo, Molécule 'vo da glevet 'ba Montroulez. Met Panorama 'zo ur gouel da dizoiloiñ sonerien da gentañ… 'vel Pô, Dalle Béton, Aude Vaisselle, Kimberlaid pe c'hoazh Vulves Assassines….

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio