àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

YOUTH LAGOON "Wondrous bughouse" (2013) 1/5

YOUTH LAGOON "Wondrous bughouse" (2013) 1/5

Savet ew Trevor Powers ag an Idaho, a gêr Boise, ha ba'r skol-veur du-se en doa komañset da sevel kanennow etre ar lessoniow, pezh so dàet da voud e albom kentañ diwezatoh, The year of hibernation. Enrollet noa ba'r gêr (kambr, kuisin ha garaj), laket noa e labour àr ar genrouedad, ha gellet noa siniñ ged Fat Possum Records, en ur gemer iwe Youth Lagoon ewid boud e anw-leurenn. E zisk kentañ, liwet ged musik pop lo-fi ha lousig, lesireg, troet d'an diabarzh, so bet remerket-mad. E 2013, da 23 blez, e embanna e eil albom, Wondrous bughouse, ha dija e vez keñveriet ged The Flaming Lips, Animal Collective, ha mem Pink Floyd. Kanennow èl "Mute" a ziskoueza penaos ema waet àr-raog Youth Lagoon edan tri blez, penaos ema finnoh hoazh e son, ged syntheiow sklàer ha kitarow lugernus. Àr un tu'rall ema kuzhet ataw e vouezh, pell ba'n don ag ur sort ilis-veur, ur fesson da zisplegiñ e imbourh : faotiñ a ra dehoñ kompren spered mab-den. Getoñ e ploñjamp don, raog doned er-maes àr-lerh, ar lusk- dilusk-mañ vez kavet ba peb kanenn gosig. Un arzour é klask ew, hag ur fromm bras hen ambroug en e gest. NEW ORDER "Blue Monday" in 12" (1983 . Factory) KATE NASH "Omygod" in Girl talk (2013 . Have 10p) COCOROSIE "Gravediggress" in EP Gravediggress (2013 . City Slang) YOUTH LAGOON "Dropla" in Wondrous bughouse (2013 . Fat Possum) NEW ORDER "I'l stay with you" in Lost sirens (2013 . Rhino) Liammow an deiz : > Youth Lagoon ha > Kate Nash > New Order
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio