Kampionad Bro-C'hall bale buan: 150 atlet 'ba Lokournan
'Kerzh ar week-end mañ 'vo bodet war dro 150 atlet 'ba Lokournan. Eno 'vo aozet kampionadoù Bro-C'hall kerzhout mod sport. Kerzhout buan setu ur sport n'eo ket brudet kement se met bamus awalc'h da welout dreistholl war droiad Lokournan 'zo extra 'vit ar sportourien. Selaouomp Mael Boulc'h, recordman an 20 km 'ba Penn-ar-bed hag ezel eus klub atlé Landerne. Gant Erwan Blanchard.