àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Even da 8e30

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Even da 8e30

3000 a dud a oa o vanifestiñ e Gwengamp disadorn evit difenn ospitalioù publik ar vro !

Abaoe ar 26 a viz Ebrel ne vez ket ganet bugale ken e ti-gwilioudiñ Pabu, e-kichen Gwengamp. Ur serradur berrbad hervez Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Met aon zo e chomfe kloz an ti genel bugale en tu all d'an hañv... Se zo kaoz e oa skoaz-ouzh-skoaz sindikalourien, dilennidi ha tud ar vro met ivez tud eus komiteoù difenn an ospitalioù publik e Breizh a-bezh disadorn; O c'hortoz emañ an nen ur skrid sinet gant ministr ar Yec'hed da lâret pegoulz e vo addigoret ti-gwilioudiñ Pabu ha penaos e vo desachet amiegezed nevez da zont da labourat eno...Ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

 

Klozet e oa bet In Cité disadorn e Rostrenn !

Gant eizhvet gouel an arzoù kêr ekologel e oa bet pedet 9 arzour hag arzourez da chom e Rostrenn hag er C'hastell-Nevez e-pad un nebeud devezhioù da grouiñ oberennoù. Hag evit ar wech kentañ e kinnige ar gevredigezh d'an dud gweladennoù heñchet divyezhek da zizoloiñ an oberennoù bet savet. Ur c'henlabour gant Padrig Ferog eus ar gevredigezh RAOK. Ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

 

Holl reportajoù Keleier ar Vro a  c'heller klevout AZE

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Gwarezet e vo ar Mor bras gant lezennoù etrevroadel

- Votet o deus annezidi Suis dec'h evit digreskiñ o dilaoskadennoù CO2

- Aozet e vo ur referendum e Aostralia evit krouiñ un aozadur er Parlamant evit an aborijened

- Pevar-mil a dud o doa manifestet a-enep al linenn tren etre Lyon ha Turin

- Kerzhadegoù al loc'h a oa bet e Kemper hag e Roazhon e-pad an dibenn sizhun

- 300 a dud a oa en em vodet en Arvor a-enep d'ar greizenn thalassoterapiezh

 

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio