àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur mor a dud oa e Karaez evit difenn an ti gwilioudiñ

Ur mor a dud oa e Karaez evit difenn an ti gwilioudiñ

Ouzhpenn 5000 a dud o doa manifestet e e Karaez disadorn mintin dirak an ospital evit difenn an ti gwilioudiñ, 15 bloaz goude ar manifestadegoù bras o doa hejet Kreiz Breizh evit ar memes abegoù e 2008. En arvar emañ ar servij gwilioudiñ-se ha 110 ti-gwilioudiñ all e Frañs abaoe m'eo bet embannet e danevell Yves Villes eus ospital Necker e Pariz. Hervezañ e ranfe serriñ an tiez-gwilioudiñ ma c'han nebeutoc'h evit 1000 babig eno bep bloaz.

Al lezenn Rist ivez a lak diaes ospital Karaez. Gant al lezenn-se e vo digresket an niver a bostoù en interim' en ospitalioù adalek an 3 a viz Ebrel. 

 

Hag e-pad ar vodadeg dirak an ospital e oa bet bannet c'hwezigelloù (balonioù) gwenn-ha-du en oabl evit kas kemennadennoù-nij d'an ARS. Da c'houde e oa lañset ar vanifestadeg gant ar c'hatapulte a oa bet arouez ar stourm e 2008, stlejet gant implijadezed an ospital.

 

Muioc'h a ditouroù diouzhtu gant Serge Couteller, eilmaer Karaez.

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio