Nann d'an SNU e Penn-ar-bed hag e lec'h all eme an UDB
Anv ‘zo gant gouarnamant Bro-C’hall ‘vo arnodet an SNU dre ret, Service National Universel, ‘ba Penn ar Bed adalek 2024. An SNU ‘oa unan eus kinnigoù Emmanuel Macron ‘pa war ar renk ‘vit mont da brezidant e 2017… Ar pal ‘oa reiñ an tu d’ar re yaouank etre 15 ha 17 vloaz kas ur prantad a stroll ‘vit sevel ur spered broadel ‘bar gevredigezh. Lakaet e pleustr adalek 2019 evit ar wech kentañ. Warlene, e 2022, eo 30 000 a dud yaouank ‘noant kemer perzh ‘ban SNU dre o youl dezho. Bremañ c’hallfe kinnig ar gouarnamnt rediañ an holl re yaouank ‘zo en eilvet klas kemer perzh ‘ban SNU. Pezh ‘na ket d’ur bouchad kevredigezhioù ha strolladoù politikel, ‘vel an UDB… Korentin Gaillard, mouezh aotre UDB ar re yaouank, ‘neus roet e soñj da Erwan Blanchard.