àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Nangellat er goañv !

Nangellat er goañv !

N'int ket skoemp deuzh an dour ar re ac'h a da neuial er mor e-kerzh ar goañv ! Ur sapre avañtur moarvat-sur rakkar gallout a ra mont tañperadur ar mor dindan dek derez en Breizh. Kalzik a dud a vez gwelet o vont er mor da geñver Kalanna… Ur c'hant bennaket a neuierien a oa bet o splujañ er mor dec'h ba Plouha ha ba Rosko. Met evit lod eo ur boaz mont da nangellat hañv-goañv evel a ra Jo Duigou a zo ba Lesneven o chom. Mont a ra da Vrignogan, da draezhenn Mec'helen, ar muiañ ma c'hall… Ar pezh a c'hall bezañ souezhus-kaer evit tud zo… Memestra n'eo ket an holl a c'hall mont da neuial er mor e-kerzh ar goañv. Gwelloc'h eo goulenn e soñj digant e vedisin. Ha suroc'h eo mont gant unan bennaket all...

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio