N'eo ket disoc'h ar stourm a-enep an uzin da sevel moc'h "Avel vor" e Landuvez
Dimerc'her 'oe bodet un tamm muioc'h ewit kant ugent a dud àr draezhenn ar C'hastell da geñver ur c'hermess… Tro 'neunt bet da embann, ur ueh c’hoarh, o fulor a enep prefed Penn-ar-Bed. Ar prefet 'neus divizet asantiñ hag ofisialisaat kresk ar c'hraoù moc'h. E daou vil pempzeg 'oe bet kaset un enklask publik ewit gouiet ma 'oe mat kreskiñ pe pas an atant. Disoc'h an enklask 'oe sklaer: roet 'oe un ali enep! Divizet 'noe prefed Penn-ar-bed reiñ an aotre da greskiñ ar c'hraoù… An afer-se oe lakaet àr wel get ar media enklask en linenn Splann, en ur pennad-skrid savet e miz gouere.
Philippe Bizien zo perc'henn àr an Avel vor. Kresket neus e stal ewit gellout sevel tri mil porc'hell ouzhpenn an nav vil 'zo dija àr e atant… Kaset an afer dirak ar justis get kevredigezhioù a stourm ewit an endro. Ha dre ziv duec’h 'noe divizet ar justis mesletradurel terriñ an aotre se e 2019 hag e 2021. Pezh 'zo 'neus divizet prefed Penn-ar-Bed tremen hebiou d'an divizoù se e fin ar blez mañ… Evit ar vanifesterion 'oe e traezhenn ar C'hastell dimerc’her n'eo ket seurt divizoù bout degemeret…
Kaset 'vo an afer dirak ar justis en dro gant ar c'hevredigezhioù zo o stourm a enep ar c'hraoù moc'h divent… Embannet 'neus Philippe Bizien, er c'hazetennoù rannvroel, eo harellet gant ar c'hevredigezhiou a stourm ewit an endro. Philippe Bizien 'zo prezidant ar stroll produerion moc'h Aveltis met ivez prezidant ar stal Evalor a labour àr dro ar metanaat ha prezidant Komote rannvroel ar sevel moc'h….
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.