àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar yaou 22 a viz Kerdu - 8e30 beure

Keleier ar vro d'ar yaou 22 a viz Kerdu - 8e30 beure

Daoust ha savet e vo ur metanizer er Chapel-Nevez (56) ?

N’eus ket pell zo eo bet nac’het gant ar prefeti reiñ an aotre ICPE (Installation classée pour la protection de l'environnement). Ha meur a abeg da se… Un tamm kaoz gant Gaetan Duval, a zo ba'r gevredigezh. Un atersadenn gant Yuna Kojan da selaou AMAÑ.

!!! Fazi : 52,7 tonenn a lastez a vije karget e-barzh ar metanizer bemdez ha n'eo ket 2,5 tonenn !!!

 

Levrioù Sav-heol e-harz ar wezenn-sapin

Mark Kerrain a zo e penn an ti-embann Sav-heol a ginnig deomp al levrioù bet embannet gantañ e 2022... Pennad-kaoz gant Anton Burel da selaou AMAÑ.

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

- Diskrog-labour a vo gant ar gontrollerien trenioù e fin ar sizhun

- Goulenn a ra dilennidi Kallag bezañ skoazellet fas da feulster bras an tu-dehoù pellañ en o c'heñver

- Bizit Volodimir Zelensky er Stadoù-Unanet da rastelliñ arc'hant hag armoù brezel

- Luskad sokial er Rouantelezh-Unanet

 

Keleier kinniget gant Tomaz Laken

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio