àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

NoBorder, un awen evit sonerien ha sonourezed Breizh !

NoBorder, un awen evit sonerien ha sonourezed Breizh !

Disoc'h eo gant "No Border" 'ba Bro Brest. E fin ar sizhun dremenet 'oa kinniget d'an arvestourien an 12vet festival sonerezh digor war ar bed, ur festival 'oa bet krouet gant Eric Marchand . Ar bloaz mañ eo 40 konsert 'zo bet bet roet da selaou, gant sonerezh Paoli Angelli, ur soner gitar a orin eus enez Sardegn pe c'hoazh Settou Sakan, ur strollad sonerezh mod Senegal… Sonerezh eus ar bed a bezh 'zo bet klevet 'ba Brest… Peadra da vagañ levezon kanerien ha kanerezed ar vro sur deoc'h. Petra 'degas dezho gellout mont da selaou sonerezhioù ken disheñvel eus o modoù dezho. Deomp da selaou Agnes Dauneau, kanerez ha kelennerez war ar c'han 'ba Brest…

 

Un atersadenn gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio