Souten 'ra groñs "Sud-Education 22" dilennidi Kallag!
Ha dreistholl unan eus ar guzulierien zo kelennerez en deskadurezh Stad! Nevez zo zo bet embannet ur pennad euzhus, hervez ar sindikad, diwar-benn un eil-maerez a zo e-karg eus an doser "Horizon" a-benn degemer repuidi 'ba Kallag 'ba Kreiz-Breizh. Embannet eo an destenn gant ul lec'hienn internet eus an tu dehou pellañ hag islamofob anvet "Riposte laïque"… An destenn se n'halle ket chom direspont gant ar sindikad kelennerien "Sud-Education". Dreistholl er mare mañ p'emañ plas an tu dehou pellañ o kreskiñ 'bar vuhez foran hag ar feulster a ya da heul. Muioc'h a displegadennoù gant Anne Koadig 'zo ezelez eus "Sud Education", ur sindikad zo enep faskour. Emañ gant Erwan Blanchard.