àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Reiñ ur plas d'ar gallaoueg 'bar vuhez foran!

Reiñ ur plas d'ar gallaoueg 'bar vuhez foran!

 Du gallo en Bertègne » an hini eo a c'halve d'en em gavout e Roazhon. Savet oa bet « Du gallo en Bertègne » un nebeut mizioù 'zo, goude ma oa bet sinet an emglev Stad-Rannvro nevez evit yezhoù Breizh. Kar disingal eo ar pezh a vez prometet en ennañ evit ar brezhoneg hag ar pezh a vez prometet evit ar gallaoueg. Lakaet eo da skouer e vo an holl banneloù lec'h e Breizh en div-yezh galleg-brezhoneg, met hep ober anv deus ar gallaoueg, pa vefe evit anvioù kumunioù Breizh-Uhel zoken. 
Met disadorn e oa deus plas ar gallaoueg er mediaoù foran e oa graet anv. Kar ma vez treut ar puriñ evit ar brezhoneg war Frañs3 Breizh ha war Frañs Bleu, n'eus ket netra ebet a vez produet e gallaoueg.
Disadorn neuze, e voe bet un 70 den bennak dirag savadurioù ar chadennoù tele ha raadio publik e Roazhon. Anton Aguesse-Breteche, deus ar strollad « Du gallo en Bertègne », an oe kemeret ar gaoz e gallaoueg dirag Frañs3 Breizh ha FrañsBleur Armorique.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio