Ar 26vet Gouel Bro Plistin klozet war an ton bras gant e saloñs al levrioù !
Saloñs levrioù Gouel Bro Plistin oa bet disul ! A-hed ar sizhun oa bet aozet darvoudoù a-bep seurt kostez Plistin : stajoù dañs Treger, stajoù sonerezh, abadennoù sinema, arvestoù, diskouezadegoù hag abadennoù kontadennoù. Hag evel bep tro e oa ar c’hoñkour sonerezh hag ar c’hoñkour dañs Treger e-kreiz an traoù ! Ur sizhunvezh kaer, sur, aozet gant ar gevredigezh Dañs Treger. Hiroc'h gant Paskal an Intañv ha gant Frañsez Favereau ha Yann-Bêr Kemener deus an ti-embann Skol Vreizh.
Ha digarezioù all da brenañ levrioù digant tud Skol Vreizh zo da zont pugur e vo foar al levrioù gante e Manu Montroulez d’ar 26 a viz Du. Un digarez da splujañ ba'l levrioù nevez embannet gante evel Istor ar brezhoneg skrivet (Frañsez Favereau) pe c'hoazh Guide des noms de lieux bretons (Yann-Bêr Kemener). Ha distaol bras a vo ivez war al levrioù koshoc’h...
Pennad-kaoz gant Anton Burel