Kallag : petra eo ar raktres Horizon ?
Disadorn e Kallag ‘oa 350 den eus an tu-dehoù pellañ o vodañ enep ar raktres « Horizon », da zegemer divroidi. Enep bodadeg an tu-dehoù pellañ ‘oa aozet ur pred hag ur fest-deiz. Etre 600 ha 700 den oa amañ, hervez an archerion.
Pal « Horizon » zo degemer repuidi. Roiñ dezhe e plas evit bevañ e peoc’h, evit kas ar vugale er skol hag evit deskiñ ur vicher. Evit poent n’eus ket a raktres evel-se e Bro C’hall.
E penn ar jeu ema an ti-kêr. Ac’hantaouet eo « Horizon » gant font arc’hantiñ ar fondasion Merci ha gant ar skoazelloù argant eus ar steñv « petites villes de demain ». Degemer an divroidi zo unan eus barregezhioù ar prefeti… Met e-pad daouzeg miz.
Muioc’h a ziplegadennoù gant Laure-Line Inderbitzin, kuzulierez e ti-kêr Kallag.
Un atersadenn gant Yuna Kojan.