Kentañ asizoù an embann e galloeg e Gwerledan !
Kentañ Asizoù an embann e galloeg a vo d'ar Sadorn 5 a viz Du e Gwerledan !
Un devezh da brederiañ, da lodenniñ ar skiant prenet gant pep hini a-benn diorren an embann e galloeg ha digoriñ anezhañ war ar skolioù, ar mediaouegoù pe c'hoazh war bed ar buheziñ... Un abadenn soutenet gant Rannvro Breizh ha bleinet gant Bodad Oberoù Sevenadurel kreisteiz Aodoù-an-Arvor, ar C'HAC22...
Atalieroù a vo diouzh ar beure gant Tifenn Siret deus ar Redadeg, Nicolas Amaury deus Bretagne Culture Diversité ha Sten Charbonneau, animatour ha krouer Aplud, embanner c'hoarioù e brezhoneg.
Piv a lenn e galloeg ? Penaos sevel traoù er yezh-se ? Penaos brudañ, skignañ pe c'hoazh gwerzhañ ar pezh a vez graet e galloeg ? Meur a dem a vo pledet gante e-pad an asizoù, evel a lâr deomp Isabelle Boudet, kenrenerez ar C'HAC22.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken.