àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digoust eo ar c'hirri-boutin e Montroulez Kumuniezh

Digoust eo ar c'hirri-boutin e Montroulez Kumuniezh

E Montroulez kumuniezh emañ digoust ar c’hirri-boutin abaoe ar 1añ a viz Gwengolo. War c’hwec’h kumun warn-ugent neuze. Ur sapre choaz politikel evit ar seizh linenn hag hanterkant, bet kaset da benn gant dilennidi ar vro, ‘sambles gant Keolis, ar filiale a ra war-dro d’ar bus dre un DSP, délégation de service public. Ur raktres hollek evit sikour ar familhoù a-fed arc’hant mes ivez evit ma vefe nebeutoc’h a otoioù, o kinnig ivez d’an dud feurmiñ beloioù tredan, pe o kinnig ur c’harr-boutin bihan, o vont en dro dre dredan ivez, digoust, o treuziñ ar ger a-hed an devezh.
‘Vel just e oar an dilennidi eo start kinnig seurt raktresoù evit ur c’humuniezh kumunioù war ar maez kar eo ret dont a-benn da gendrec’hiñ ivez d’ar re o chom ‘bar c’humunioù tro-dro dont betek Montroulez dre ar c’harr-boutin daoust d’ar fed ne vefe ket kalz dionte c’hoazh.

E Breizh, evit poent, ez eus Dinan, Dinard, Gwitreg, Karaez ha Saint-Brévin-les-Pins o kinnig kirri-boutin digoust.

Solange Creignou a zo bez-prezidantez e karg deus an ekonomiezh ha maerez Sant-Tegonneg, asantet he deus respont d’hon goulennoù e brezhoneg, mersi bras dezhi.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio