Bunkerioù an Oriant : peseurt implij bremañ ?
E porzh Keroman, b’an Oriant ema brudet ar bon splujerezioù… N’eo ket posubl tremen hebioù ar bunkerioù bras, savet e-pad an eil-brezel-bed.
Evit gouiet hiroc’h àr istoer ar lec’h-se vo dalc’het ur brezegenn hiriv, e-kerzh deziadoù ar glad. Labourioù evit adnevezañ diabarzh ar bunkerioù-se ‘vo savet gant ar rannvro.
Alan ar Sann zo kelenner bet e istoer-geografiezh hag a zo arbenniket àr ar mor hag istoer an Oriant.
E-pad daou ugent vlez e oe implijet get ar Merlu ar bon listri-spluj… Servij a ra d’ur bochad traoù arall ar bunkerioù-se bremañ… Deomp d’ober un dro get Alan ar Sann e pozh Keroman Dorthu...
Un atersadenn gant Yuna Kojan.