Sten Charbonneau paeron Stumdi evit ar c'houlzad stummañ nevez!
Sten Charbonneau zo paeron nevez Stumdi ! Bep bloaz e cheñch paeron pe paeronez ar greizenn stummañ e brezhoneg. Sten Charbonneau zo jubennour, troour, groet en deus radio… Met embanner c’hoarioù pedagogel eo anezhañ ivez !
Ar bloaz-mañ ez eus 49 a stajidi o deus lakaet o anv e Stumdi evit deskiñ ar yezh…. E Brest, Plañvour, Landerne, Gwened ha Gwengamp. Mont a raio Stenn Charbonneau da welet anezho evit kaozeal ganto… Diwar-benn ar yezh, e labour met ivez e istor gant ar brezhoneg. A-bouez eo evitañ eskemm ar muiañ posubl gant stajidi Stumdi, evit roeiñ startijenn dezho da zeskiñ ha da gendec’hel get ar yezh… Emañ gant Yuna Kojan.