àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar gwener 9 a viz Gwengolo - 5e30 noz

Keleier ar vro d'ar gwener 9 a viz Gwengolo - 5e30 noz

Kelennerien divyezhek zo maez Breizh

Mankout a ra mistri-skol ba'r vro, ne vez ket roet peadra gant ar ministrerezh hag ar rektoriezh. Kinnig a ra Antoine Gauchard hag an FSU sikour ar vistri-skol divyezhek a zo maez Breizh da zont en-dro d'ar vro. Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard Da selaou AMAÑ.

Fest Menez C'homm

Evit ar wezh kentañ e vez dalc'het e bro ar Menez C'homm ur pezh sizhunvezh darvoudoù. Jean Gouereg ha Raymond Bot ouzh mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. Da selaou AMAÑ.

 

Ha da glevet ouzhpenn :

- Mestroni war magadurezh an dud : emvod ba Pondi (displegadennoù Yuna Kojan)

- Ur studiadenn nevez war cheñchamant an hin gant ar gelaouenn Science

- Manifestadegoù disadorn ba Breizh war-dro d'al lojañ

- 36vet foar Biozone kostez Gwerledan

 

Keleier kinniget gant Tomaz Laken

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio