Manif hag enep manif Landunvez
Ur mell stal da sevel moc'h eo an Avel-Vor 'ba Landunvez. Dalc'het eo gant Filip Bizien 'zo e penn komite Breizh ar sevel moc'h, prezidant Evalor, ur stal metanaat, ha prezidant Evel Up, 'zo ur c'hoperativ lec'h zo bodet 1000 saver moc'h. E 2016 'oa bet kresket ar c'hraou moc'h... evit degemer 12 000 pemoc'h war un dro, e-lec'h 9000 betek-henn. En desped da alioù a enep roet gant ensavadurioù evel an MRAE (Mission régional de l'autorité environnementale) ha da ali an enklask publik 'noa gellet Filip Bizien kreskiñ e atant. E 2019 'oa bet torret an aotre gant lez-varn velestradurel Roazhon hag un eil gwech e 2021. Met en desped d'an daou diviz-se e kendalc'h da broduiñ ur bern loened... 300 metr eus skol Landunvez.
Efedoù zo war an endro, sur deoc'h : kaset amoniak d'an aer, saotret ar gwazhioù a dreuza ar parkeier e-lec'h ma vez skuihet an dour hañvouez produet gant Avel-vor... Dour hag en em gav 'bar mor war-lerc'h... Pezh 'zo bet lakaet war wel gant manifestourien disadorn da geñver ur vanifestadeg 'deus bodet war-dro 450 den. Aozet 'oa gant ur gevredigezh lec'hel, Association pour la protection de la côte des légendes. Met pezh 'zo bet diskouezet ivez ganto eo eo ar Stad-c'hall a souten kousto pe gousto an agro industriezh... War blas 'oa Erwan Blanchard. Selaouomp Jil Kilivere ha Jean-Luc Bleunven, bet peizanted o daou...
Da glevout ivez Guillaume Roue 'zo bet saver moc'h 'ba Dirinonn ha prezidant an IMS, Sekretouriezh Etrebroadel ar produiñ Kig. War-dro 250 den 'noant kemeret perzh 'bar vanifestadeg da souten Filip Bizien, an hini a zo perc'henn war ar c'hraoù-moc'h.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.