àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur mirdi dreist-ordinal e Pleuwigner

Ur mirdi dreist-ordinal e Pleuwigner

Setu un diskouezhadeg dreist-ordinal… Ur mirdi berrbad a lak àr wel traoù ordinal, met kozh… ha meur a zra a zo ! Pellgomzoù kozh, dilhadoù hengounnel, èl bout ivez traoù veze kavet en tier pe er labour. Razh an traoù-se zo bet kaset get an dud ! Ar gevredigezh "Pluvigner Patrimoine" he deus galvet an dud da gas traoù ankouaet er grignol.. Hag an dud o deus kavet ur bochad danvezioù!

Ide ar mirdi-se zo lakaet àr wel an traoù-se met ivez o istoerioù… Deomp d’ober un dro en diskouezhadeg-se get Daniel Carré, ezel ar gevredigezh "Pluvigner Patrimoine".

Tro an diskouezhadeg-se zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan.  Ar mirdi zo digor betag d’an 18 a viz Gwenoloñ, d’ar yaou hag d’ar sadorn, d’enderv adal 14e. An dud a c’hell kas o traoù c’hoazh ! Nemet ur reolenn a zo evit ar mirdi : nompass kaout re a zanvezoù a zo ar memestra, evit kaout liesseurted a draoù !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio