Kreskiñ goustadig a ra al legumaj dre benn d'ar sec'hder
Mont a raio priz al laezh war gresk c'hoazh dre berzh d'ar sec'hder. N'eus ket geot a-walc'h da vouetiñ al loened. Digresket eo ar produiñ geot e miz Gouere da geñver ar geidenn. Hervez Agreste, selvijoù statistikoù ministrelezh al Labour-douar, e voe 21% a c'heot nebeutoc'h eget ar geidenn d'an 20 a viz Gouere. Er mare-mañ bloazpadal e vez maget ar saout dreist-holl o lakaat anezho da beuriñ.
Priz al legumaj a zo o vont war gresk ivez, dre ma ne boulsont ket buan. Bronwenn Pinschoff a broduz legumaj e Kreiz Breizh. Kontañ a ra deomp peseurt efedoù 'n eus ar sec'hder war he labour...
Un pennad-kaoz kaset gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.