àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo Benead XVI kuit!

Aet eo Benead XVI kuit!

Abaoe dec'h da noz 'neus pab ebet ken e penn an iliz katolik. Kimiadet 'neus Benead 16 an holl gristenien 'oa deuet betek Roma ha plasenn Sant-Pêr da welout 'nan ur wech diwezhañ. Bremañ 'chomo maez eus ar vuhez ofisiel. Divizet 'neus gouestlañ e vuhez, adalek bremañ, d'ar bedenn. Aet eo Josef Ratzinger Benead 16, kuit eus Vatican da chom 'ba Kastell Gandolfo 'pad daou viz. Amzer d'ar gardinaled dibab ur pab nevez. Milionoù ha milioù a gristenien 'zo o c'hortoz kaout ur pab nevez. En o zouez an aotroù an eskop Mathurin Gourvès 'zo o chom 'ba Plougastell-Daoulaz, 'oa plijet kaer gant Benead 16. Displegañ 'ra deomp peseurt 'vo kaset an traoù da benn 'benn ar sizhunioù o tont.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio