Ur gouarnamant nevez e bro Chile
Digwener tremenet ez eus bet diskoachet e c'houarnamant gant ar prezidant nevez dilennet e penn bro Chile. Ur gouarnamant gant ministred ha ministrezed yaouank ennañ, hag o reiñ ur plas bras d'ar maouezed. Hag ouzhpenn bezañ niverusoc'h eget ar wazed (14 ministrez evit 10 ministr), zo bet roet ar perzhioù pennañ dezho : Ministrelezh an Diabarzh, Ministrelezh an Aferioù Diavaez, ha Ministrelezh an Difenn a zo tout meret gant maouezed. Un arouez all c'hoazh deus ar politikerezh a faot da Voric kas da benn : Ministrez an Difenn eo Maya Fernandez Allende, merc'h vihan ar prezidant-bet, Salvador Allende.
Loeiza Alle, kazetennerez, a oa bet o chom e bro Chile e 2018 ha 2019. Ha n'eo ket bet souezet o welet an tu kleiz krenn bezañ dilennet...
Evel boaz pa vez dilennet un den deus an tu kleiz e vez aonet ar marc'hadoù. Da zevezh e zilennadeg e oa digresket bours Santiago a 6%.
Ur pennad kaoz savet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean.