Ar merk Breizh da Vagad Roñsed mor
Ouzphenn miz 'zo noa resevet Bagad Roñsed Mor ar merk Breizh.
Evit bout degemeret barzh ar label-mañ savet daou vlez 'zo get ar Rannvro emañ ret doujiñ doh un nebeut reolennoù hag ur spered. Bagad Mendon a zo an hani ketañ noa goulennet bout perzh er merk-se, hag an hani ketañ da vout labelizet neuze. Gwenael Dage eo penn soner ar bagad. Displeg a ra deomp hiroc'h doh mikro Andrea ar Gal.