àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Baleadenn en Traouieroù da heul Bleuñvenn Konan

Baleadenn en Traouieroù da heul Bleuñvenn Konan

War-du aod ar vein ruz, e hanternoz Bro-Dreger, zo traoù brav da welet hag istorioù kaer da glevet. Adalek miz Mae e vo moaien deoc'h mont da heul baleadennoù e brezhoneg kinniget gant Bleuñvenn Konan, deus ar gevredigezh Nevez-Amzer Tregastell. Pourmenadennoù aozet dindan tok Ti an arvor Plomanac'h ha kêr Perroz-Gireg. Baleadennoù tro-dro ar Sklêrder diwar-benn glad hag istor ar vro hag ivez baleadennoù evit ar vugale en Traouieroù, un draoñienn vurzhudus etre Perroz ha Tregastell... Mag oc'h intereset e vo baleadennoù e miz Mae, miz Even, miz Gouhere, miz Eost ha miz Gwengolo. A-benn gouzout hiroc'h war an deiziadoù e c'hallit mont en darempred gant Ti an arvor Plomanac'h.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio