àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur sal-debriñ evit Skol Diwan Pondi !

Ur sal-debriñ evit Skol Diwan Pondi !

Kerent skolidi skol Diwan Pondi a oa ivez er vanifestadeg "evit hor yezh" e Kemper. War o skritel e oa skrivet « poent eo kaout ur sal debriñ ». N'eus sal debriñ ebet e skol Diwan Pondi. Lec'hioù 'zo e skol diwan Pondi evit sevel ur sal debriñ... Met bez' ez eus ur bern labourioù da adnevesaat anezhañ da-geñver an normoù. Ha start eo ar jeu evit ar skolioù Diwan evit kaout skoazelloù argant. Ne c'hallont ket aozañ festoù-noz da skouer blam d'ar c'hovid, n'eo ket posubl neuze dastum argant evel kustum. Dibaoe seizh bloaz e ya ar vugale d'ur sal debriñ e Stival, ur gumunn e-kichen neuze. Ur c'harr-boutin 'zo bet lakaet e plas d'ober an hent etre an div gumun. Met diaes eo ar jeu dibaoe ar blez-tremenet abalamour d'ar prantad kovid. Bugale Pondi a zebr goude skolidi skol Stival peogwir eo arabat meskañ ar vugale. Distreiñ a reont un tamm diwezhatoc'h neuze. Muioc'h a ditouroù get Annaig Rizio-Joannic, honnezh 'zo prezidantez an AEP, kevredigezh an deskadurezh pobl, eus skol Diwan bro Bondi. Un atersadenn kaset da benn gant Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio