àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

5 000 a dud e Kemper evit difenn ar c'helenn e brezhoneg #2

5 000 a dud e Kemper evit difenn ar c'helenn e brezhoneg #2

Dindan ar glav-pill hag an avel yen 'oa bet bodet tro dro 5 000 a dud disadorn e straedoù Kemper, da zifenn ar c'helenn e brezhoneg. Bodet voen diwar c'halv ar rouedadoù skol e brezhoneg, Diwan, Divyezh ha Divaskell. Kevredigezhoù 'vel Kelennomp, Sonerion, ar Redadeg, pe c'hoazh Kevre Breizh o doa galvet ivez da vanifestiñ 'vit difenn ar c'helenn e brezhoneg 'zo lakaet diaes 'blam d'ar stad, ha da vinisterelezh an Deskadurezh. Stanket vez gant Jean-Michel Blanquer an tabutoù evit an emglev stad-rannvro 'vit pezh a sell eus diorenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg er pemp ploaz a-zeu. Kalzig a dud 'oa neuze e Kemper disadorn, ha kalzig a strolladoù politikel. Hir eo bet ar maread da gemer ar gaoz e digoradur ar vanifestadeg : estreget dilennidi ha mouezhioù aotret ar skolioù 'zo bet sindikadoù o kemer ar gaoz : CGT, FSU ha CFDT ivez 'oa deuet dirag ar mikro 'vit embann soñj al labourerien.ezed. Arabat disoñjal 'mañ an dilennadegoù rannvro ha departamant o tostaat, eme aozerien ar vanifestadeg, ha neuze da deurel evezh ouzh ar pezh 'oa bet lâret war al leuren, hag ar pezh 'vo graet e gwirionez. Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio