àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dindan hon zreit, al lastez disoñjet

Dindan hon zreit, al lastez disoñjet

Marteze e plij deoc'h mont da bourmenn a hed traonienn ar vro. Pezh na vouiit ket dre ret eo e hell bezañ kuzhet dindan ho treid miliadoù a donennoù a lastez. Er bloavezhioù 80 ha 90 oa bet douaret ur bern lastez en toulloù braz, tost e pep kumun. Giz e Lannuon, e lec'h m'hon eus adkavet da nebeutañ pemp lastezerezh kozh mod-se. Ha tamm ha tamm e vezont disoñjet g'an dud... Gant un den kozh deus Lannuon zo bet kontet da Gwenvael Delanoe tout al loustoni z bet laosket da vreinañdindan gwrizioù ur c'hoad, e kichen al Leger. Ma faot deoc'h goût hiroc'h, kit da furchal war lec'hienn internet Georisques hag ar BRGM. Ur goulenn a chom : ha riskloù a vez evit yec'hed an dud pe zour ar stêrioù a vez o redek war vord al lec'hioù saotret-se? Diaboe ur mizvezh emaomp o c'hortoz ur respont deus perzh ar prefeti hag an Dreal. Respont ebet betekhen, koulksoude eo sañset bezañ titouroù e c'hellfe pep keodedour kaout, da c'hoût.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio