àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Disadorn e voe kerzhet war hent Tro Breizh.

Disadorn e voe kerzhet war hent Tro Breizh.

Ispisial voe Tro Breiz ar bloaz-mañ : n'eo ket war ur sizhunvezh e pad an hañv e oa bet lakaet an emgav da vale war hent ar Seiz Sant, mez e pad ar goañv, war un devezh nemetken. Ar birc'hirinded-mañ a oa bet roet lañs dezhañ en dro kazi tregont vloaz 'zo. Evel ma oa graet gant kristenien vreton ar Grenn-Amzer, e vez hiriv an deiz graet tro eskoptioù ar vro, da rentañ enor d'ar 7 sant a vez lâret o deus krouet Breizh : Kaourintin e Kemper, Paol e Kastel-Paol, Tugdual e Landreger, Brieg e Sant Brieg, Malo e Sant Malo, Sanson e Dol, ha Patern e Gwened. Bep hañvezh e vez bodet boaz betek 2000 den, da vale e pad ur sizhunvezh war hent an droiad braz. Ar bloaz-mañ padal, gant ar muzulioù da wareziñ an dud deus ar c'hleñved-red, eo bet soñjet an traoù en ur mod all. Pêr Jourdren a rae war dro ar vodadeg disadorn... Bep sadornvezh diwezhañ ar miz e vo bodet ar birc'hirined a faot dezho ober ul lodenn deus Tro Breizh. Ar wezh kentañ, e fin miz Meurzh neuze, e vo aozet un droiad e Breizh Uhel, deus kostez Manati Beaufort, e bro Zol.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio