àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kempenn ar gwenojennoù e Plufur

Kempenn ar gwenojennoù e Plufur

Santout 'reer an Nevez Amzer o tiwanañ en devezhioù, ha sur-walc'h 'po plijadur mont da vale dre wenojennoù ar vro... Gant tud a youl-vad 'vez graet war o zro peurliesañ, giz 'oa bet graet disadorn 'ba Plufur, nebell eus Plistin, lec'h ma 'oa bet bodet un dek den bennaket eus ar gevredigezh hentoù-treuz. Diradennet 'zo bet un hent-don gante e kreiz ur c'hoad. Met ouzhpenn labour-kempenn 'vez dav dezhe ober 'vit ma chomo digor ar ribinoù : dav eo mont da gaozeal ga'n amezeien ivez. Setu 'pezh a gont Fañch ha Jañ Lirzhin deus mikro Gwenvael Delanoe. Fañch ha Jañ Lirzhin deus ar gevredigezh « Hentoù-Treuz ». Hag arabat klask mont re bell gant an hentoù kuit da vout er maez c'hoazh goude 6e noz, da lâret eo ar c'heulfe. N'eus nemet ar chaseourien a ne vint ket kastizet ma vezont tapet goude an eur-se ga'n archerien. Dizalc'h 'zo bet roet dezhe gant ar goarnamant da chaseal ar moc'h-gouez, dindan abeg al "laz hollek".

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio