#SciencesPorcs : Ar studierezed o deus lakaet àr wel ar feulsterioù seksel e Sciences Po
Ur studier eus Science Po Tolosa 'zo bet lakaet dindan ensell evit palfors. Un enklask oa bet krouet goude testeni Juliette, ur studierez eus ar memes skol. Douget he deus klemm a-enep anezhañ, ar c'hwec'h a viz Genver. Met e-raog he deus embannet ul lizher evit kontañ istor he palfors, e Sciences-Po. A drugarez d'an testeni-se eo bet ganet an hashtag #SciencesPorcs. Ur bern maouezed o deus skrivet, dre Twitter, ar feulsterioù seksel o deus gouzañvet.
Hervez kalz a studierezed ne veze ket skarzhet ar balforserion pe an dud o doe graet feulsterioù seksel eus ar skol-veur. Enora Paniez 'zo studierez e Sciences Po Lille. Displet he deus a ra e santimant, doc'h mikro Yuna Kojan.
Hag un afer all a zo e bed sciences Po. Roet eo bet e zilez get Frédéric Mion, prezidant Sciences po Pariz. Anavezet e oa aferioù gwadsec'h, insest, Olivier Duhamel. Ar politolog en deus labouret e Science Po pariz. Hennezh a zo bet ivez prezidant Diazezadur vroadel ar skiantoù politikel. (Fondation nationale des sciences politiques (FNSP)
Frederic Mion en doa disklêriet e-barzh ar gazetenn « Le Monde », e anaveze tamalladurioù gwadsec'h Duhamel abaoe 2019.